Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 5

Jean 5:1-6

Help us?
Click on verse(s) to share them!
1Goude-se, e teue ur gouel gant ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
2Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched.
3Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour.
4Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
5Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont.
6Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet?

Read Jean 5Jean 5
Compare Jean 5:1-6Jean 5:1-6