Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 15

Jean 15:18-22

Help us?
Click on verse(s) to share them!
18Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
19Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
20Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
21Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
22Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.

Read Jean 15Jean 15
Compare Jean 15:18-22Jean 15:18-22