Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 8

Marc 8:13-23

Help us?
Click on verse(s) to share them!
13Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
14Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
15Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
16Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
17Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
18O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
19Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
20Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
21Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?
22Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ.
23Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.

Read Marc 8Marc 8
Compare Marc 8:13-23Marc 8:13-23