Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 22

Luc 22:40-54

Help us?
Click on verse(s) to share them!
40Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
41Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede,
42o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
43Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
44Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.
45O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,
46hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
47Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
48Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
49Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
50Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
51Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.
52Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
53Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.
54Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.

Read Luc 22Luc 22
Compare Luc 22:40-54Luc 22:40-54