Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 9

Jean 9:16-24

Help us?
Click on verse(s) to share them!
16Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavare: Penaos e c'hell un den fall ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
17Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo.
18Met ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall, hag e oa digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
19Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hennezh eo ho mab, a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
20E dud a respontas: Ni a oar eo hor mab, hag eo bet ganet dall;
21met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
22E dud a lavare kement-se, abalamour m'o devoa aon rak ar Yuzevien; ar Yuzevien o devoa lakaet en o fenn, penaos piv bennak a anavezje Jezuz evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
23Dre-se e dud a lavaras: Oad en deus, goulennit digantañ.
24Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall, hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar an den-se a zo ur pec'her.

Read Jean 9Jean 9
Compare Jean 9:16-24Jean 9:16-24