1An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
2Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.
3Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez.