Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 15

Jean 15:11-15

Help us?
Click on verse(s) to share them!
11Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.
12Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet.
13Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
14C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
15N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.

Read Jean 15Jean 15
Compare Jean 15:11-15Jean 15:11-15