Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Marc - Marc 10

Marc 10:13-15

Help us?
Click on verse(s) to share them!
13Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
14Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.
15Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.

Read Marc 10Marc 10
Compare Marc 10:13-15Marc 10:13-15