Text copied!
Bibles in Breton

Luc 11:18-24 in Breton

Help us?

Luc 11:18-24 in an Bibl

18 Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?
19 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
20 Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.
22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.
23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;
Luc 11 in an Bibl