Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 11

Luc 11:18-24

Help us?
Click on verse(s) to share them!
18Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?
19Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
20Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
21Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.
22Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.
23An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
24Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;

Read Luc 11Luc 11
Compare Luc 11:18-24Luc 11:18-24