Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 8

Jean 8:6-27

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar.
7Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti.
8Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar.
9Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.
10Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout?
11Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.
12Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
13Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.
14Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.
15C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.
16Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
17Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir.
18Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
19Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
20Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
21Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
22Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
23Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ.
24Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù.
25Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
26Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed.
27Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.

Read Jean 8Jean 8
Compare Jean 8:6-27Jean 8:6-27