15O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened; teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien, hag e tiskaras o zaolioù,
16hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, ha na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.
17Neuze e ziskibien o devoe soñj eo skrivet: An oaz evit da di en deus va devet.
18Ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Dre beseurt sin e tiskouezez deomp e c'hellez ober kement-se?
19Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ, ha me a adsavo anezhañ a-benn tri devezh.