Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Jean - Jean 20

Jean 20:6-11

Help us?
Click on verse(s) to share them!
6Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar,
7hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
8An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas.
9Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.
10Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.
11Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez

Read Jean 20Jean 20
Compare Jean 20:6-11Jean 20:6-11