10Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? N'ouzout ket em eus ar galloud da lakaat kroazstagañ ac'hanout, hag ar galloud da'z leuskel da vont?
11Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
12Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
13Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez, hag a azezas war e gador-varn, el lec'h galvet ar Pavez, hag en hebraeg Gabbata
14(met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue.