6 Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet.
7 Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
8 Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv.