Text copied!
Bibles in Breton

Marc 9:28-47 in Breton

Help us?

Marc 9:28-47 in an Bibl

28 Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
29 Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun.
30 Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se.
31 Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz.
32 Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ.
33 Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?
34 Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
35 O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
36 Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
37 Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
38 Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
39 Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
40 Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
41 Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;
42 met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor.
43 Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
44 en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
45 Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, en tan divougus,
46 e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
47 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
Marc 9 in an Bibl