Text copied!
Bibles in Breton

Marc 8:5-17 in Breton

Help us?

Marc 8:5-17 in an Bibl

5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
6 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
7 Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
11 Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
12 Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ.
13 Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
14 Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
16 Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
Marc 8 in an Bibl