Text copied!
Bibles in Breton

Marc 8:24-32 in Breton

Help us?

Marc 8:24-32 in an Bibl

24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.
25 Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.
26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h.
27 Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.
32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
Marc 8 in an Bibl