Text copied!
Bibles in Breton

Marc 6:30-41 in Breton

Help us?

Marc 6:30-41 in an Bibl

30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, hag en em zastumjont en e gichen.
34 Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
36 kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
37 Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
38 Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
39 Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
40 Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
Marc 6 in an Bibl