Text copied!
Bibles in Breton

Marc 6:24-29 in Breton

Help us?

Marc 6:24-29 in an Bibl

24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
25 Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
27 Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
28 hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
29 Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
Marc 6 in an Bibl