Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 9

Luc 9:51-61

Help us?
Click on verse(s) to share them!
51Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
52Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
53Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
54Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ evel ma reas Elia.
55Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet;
56rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
57Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i.
58Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
59Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
60Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
61Unan all a lavaras dezhañ ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.

Read Luc 9Luc 9
Compare Luc 9:51-61Luc 9:51-61