Text copied!
Bibles in Breton

Luc 9:38-49 in Breton

Help us?

Luc 9:38-49 in an Bibl

38 Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemetañ eo.
39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
40 Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.
43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
44 Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud.
45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
46 Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
47 Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen,
48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp.
Luc 9 in an Bibl