Text copied!
Bibles in Breton

Luc 9:20-24 in Breton

Help us?

Luc 9:20-24 in an Bibl

20 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
21 Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
22 hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, ha bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv an trede deiz.
23 Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
24 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.
Luc 9 in an Bibl