8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
9 Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a voe souezhet, hag, o tistreiñ, a lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h ar mevel a oa bet klañv.
11 An deiz war-lerc'h, Jezuz a yeas d'ur gêr anvet Nain; kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
12 Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
13 An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
14 O vezañ tostaet, e stokas an arched, hag ar re en douge a arsavas; hag e lavaras: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.