38hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.
39Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
40Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, bez' em eus un dra bennak da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Lavar anezhañ, Mestr.
41Ur c'hredour en devoa daou zleour, unan a zlee dezhañ pemp kant diner, hag egile hanter-kant.
42Evel n'o devoa ket peadra da baeañ, eñ a bardonas o dle dezho o-daou. Lavar din eta pehini anezho o-daou en karo ar muiañ.
43Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini a zo bet pardonet ar muiañ dezhañ. Jezuz a lavaras dezhañ: barnet mat ec'h eus.
44Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelet a rez ar wreg-mañ? Deuet on ez ti, ha ne'c'h eus ket roet a zour din evit gwalc'hiñ va zreid; met hi he deus o douret gant he daeroù, hag he deus o sec'het gant he blev.
45Te, ne'c'h eus ket roet ur pok din; met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
46Te, ne'c'h eus ket skuilhet a eoul war va fenn; met hi, he deus skuilhet eoul a c'hwezh-vat war va zreid.
47Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz; met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
48Neuze e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
49Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno oc'h-unan: Piv eo hemañ, hag a bardon memes ar pec'hedoù?
50Met eñ a lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet; kae e peoc'h.