3 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa gantañ, p'o devoa naon?
4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa gantañ, petra bennak ne c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken?
5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.
6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou.
7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ, evit gwelout hag eñ a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall.
8 Met evel ma'c'h anaveze o soñjezonoù, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ, o vezañ savet, en em zalc'has en e sav.
9 Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizioù ar sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
10 Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h evel egile.
11 Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
12 En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.
13 Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ebestel:
14 Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;
15 Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
16 Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.