Text copied!
Bibles in Breton

Luc 6:27-44 in Breton

Help us?

Luc 6:27-44 in an Bibl

27 Met me a lavar deoc'h-hu, c'hwi hag am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,
28 bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.
29 D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
30 Ro da biv bennak a c'houlenn diganit, ha mar fell da unan bennak dilemel diganit ar pezh a zo dit, n'en adc'houlenn ket.
31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho.
32 Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a gar ivez ar re o c'har.
33 Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a ra ar memes tra.
34 Ma ne brestit nemet d'ar re digant e c'hortozit kaout diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a brest ivez d'an dud a vuhez fall, evit kaout kement all.
35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhelañ-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re dizanaoudek hag ar re fall.
36 Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
37 Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;
38 roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.
39 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr.
41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez.
Luc 6 in an Bibl