Text copied!
Bibles in Breton

Luc 2:6-10 in Breton

Help us?

Luc 2:6-10 in an Bibl

6 E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas,
7 hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
8 Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz.
9 Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.
10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,
Luc 2 in an Bibl