Text copied!
Bibles in Breton

Luc 24:3-19 in Breton

Help us?

Luc 24:3-19 in an Bibl

3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.
4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus.
5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea,
7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.
8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.
9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all.
10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
11 Met e kemerent ar pezh a lavarent dezho evel ur sorc'henn.
12 Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.
13 An deiz-se memes, daou anezho a yae d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem;
14 int a gomze etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
15 Evel ma komzent, ha ma poellataent, Jezuz e-unan, o vezañ tostaet, en em lakaas da vale ganto.
16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ.
17 Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
18 Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
19 Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Luc 24 in an Bibl