Text copied!
Bibles in Breton

Luc 23:3-42 in Breton

Help us?

Luc 23:3-42 in an Bibl

3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5 Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.
6 Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
7 Hag o vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez, hag a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
8 Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en devoa c'hoant d'e welout, abalamour m'en devoa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
9 Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ; met Jezuz ne respontas netra dezhañ.
10 Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno, hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
11 Met Herodez, gant tud e ward, a zisprizas anezhañ; hag evit ober goap anezhañ, e lakaas gwiskañ dezhañ ur sae splann, hag e tistroas anezhañ da Bilat.
12 En deiz-se, Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned; rak a-raok e oant enebourien.
13 Neuze Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro, hag ar bobl, a lavaras dezho:
14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ,
15 nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv.
16 O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ.
17 Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
18 Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz.
19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr.
20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
24 Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez.
26 Hag evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war lerc'h Jezuz.
27 Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, hag en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
28 Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
29 rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget!
30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
31 Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
32 Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel gantañ.
33 Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezhañ ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
34 Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.
35 Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
36 Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ, a rae goap outañ,
37 o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan.
38 Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-mañ, e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
39 Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.
40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
41 Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh.
Luc 23 in an Bibl