43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
44 Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.
45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,
46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
48 Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?