Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 22

Luc 22:12-31

Help us?
Click on verse(s) to share them!
12Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask.
13Int eta o vezañ aet kuit, a gavas an traoù evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask.
14Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa gantañ.
15Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin.
16Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ, betek e vo graet e rouantelezh Doue.
17Hag o vezañ kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h.
18Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue.
19Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
20En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.
21Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.
22Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ!
23Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
24Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
25Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
26Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
27Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.
28C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù,
29ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,
30evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel.
31An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.

Read Luc 22Luc 22
Compare Luc 22:12-31Luc 22:12-31