Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 20

Luc 20:24-45

Help us?
Click on verse(s) to share them!
24Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
25Neuze eñ a lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
26Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl; met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
27Neuze hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a dostaas, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
28Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp, ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'ar wreg, evit sevel lignez d'e vreur.
29Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
30An eil a zimezas d'e wreg, hag a varvas hep bugale.
31An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh holl en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.
32Ha goude holl ar wreg a varvas ivez.
33A behini anezho e vo eta gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
34Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez, hag a ro da zimeziñ.
35Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv, ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ.
36Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled, ha ma vint bugale Doue, o vezañ bugale an adsavidigezh a varv.
37Met, penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouez Moizez pa c'halv er vodenn loskus an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.
38Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev; rak an holl a vev evitañ.
39Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.
40Ha ne gredent ken goulenn netra outañ.
41Neuze e lavaras dezho: Perak e lavarer eo ar C'hrist Mab David?
42David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
43betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
44Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo eñ e vab?
45Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:

Read Luc 20Luc 20
Compare Luc 20:24-45Luc 20:24-45