Text copied!
Bibles in Breton

Luc 20:13-18 in Breton

Help us?

Luc 20:13-18 in an Bibl

13 Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat; marteze, pa en gwelint, e toujint anezhañ.
14 Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan, o lavarout: Setu an heritour; deuit, lazhomp-eñ, evit ma vo an heritaj deomp.
15 Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg?
16 Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!
17 Neuze, Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-hen: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn?
18 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ.
Luc 20 in an Bibl