57 Neuze, amzer Elizabed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
58 He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
59 O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
60 Met e vamm, o kemer ar gomz, a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
61 Hag e lavarjont dezhi: N'eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv-se.
62 Neuze e c'houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
63 Zakaria, o vezañ goulennet taolennoùigoù, a skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.