Text copied!
Bibles in Breton

Luc 19:8-32 in Breton

Help us?

Luc 19:8-32 in an Bibl

8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all.
9 Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
10 Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
11 Evel ma selaouent ar c'homzoù-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.
12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude.
13 O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.
14 Met tud e vro a gasae anezhañ, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ.
16 An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all.
17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all.
19 Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.
20 Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn;
21 rak da zoujañ a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.
22 Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
23 Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi?
24 Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
25 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn.
26 Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
27 E-keñver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int amañ, ha lazhit int dirazon.
28 Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
31 Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.
32 Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho.
Luc 19 in an Bibl