Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 19

Luc 19:30-41

Help us?
Click on verse(s) to share them!
30o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
31Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.
32Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho.
33Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?
34Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
35Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ.
36Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent.
37Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet.
38Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!
39Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien.
40Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
41Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras:

Read Luc 19Luc 19
Compare Luc 19:30-41Luc 19:30-41