Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 18

Luc 18:37-43

Help us?
Click on verse(s) to share them!
37Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
38Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
39Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
40Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet,
41e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
42Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.
43Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.

Read Luc 18Luc 18
Compare Luc 18:37-43Luc 18:37-43