Text copied!
Bibles in Breton

Luc 18:28-43 in Breton

Help us?

Luc 18:28-43 in an Bibl

28 Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
29 Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue,
30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
31 Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet.
32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
34 Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen;
36 o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.
37 Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
38 Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
39 Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
40 Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet,
41 e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
42 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.
43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Luc 18 in an Bibl