Text copied!
Bibles in Breton

Luc 17:1-5 in Breton

Help us?

Luc 17:1-5 in an Bibl

1 Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerioù fall; met gwalleur d'an hini ma teuint drezañ.
2 Gwelloc'h eo dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-mañ.
3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het a-enep dit, tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ.
4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep, ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
Luc 17 in an Bibl