Text copied!
Bibles in Breton

Luc 14:5-21 in Breton

Help us?

Luc 14:5-21 in an Bibl

5 Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur puñs, na dennfe ket anezhañ er-maez kerkent, deiz ar sabad?
6 Ha ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.
7 Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho:
8 Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
9 hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
10 Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
12 Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra.
13 Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall.
14 Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.
15 Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
16 Jezuz a lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras, hag a bedas dezhi kalz a dud;
17 da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest.
18 Hag en em lakajont holl, a-unan, da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar, ha ret eo din mont da welout anezhañ; da bediñ a ran da'm digareziñ.
19 Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened, hag ez an da welout hag int a zo mat; da bediñ a ran da'm digareziñ.
20 Hag unan all a lavaras: Ur wreg am eus kemeret, dre-se ne c'hellan ket mont.
21 Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm.
Luc 14 in an Bibl