Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 13

Luc 13:11-17

Help us?
Click on verse(s) to share them!
11en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.
12Jezuz, o welout anezhi, he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved.
13Eñ a lakaas e zaouarn warni, ha kerkent en em eeunas, hag e roas gloar da Zoue.
14Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en devoe Jezuz yac'haet un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat; deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha neket devezh ar sabad.
15Met an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezhañ d'an dour?
16Ha ne zleed ket ivez, deiz ar sabad, distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan triwec'h bloaz a oa?
17Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek, hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.

Read Luc 13Luc 13
Compare Luc 13:11-17Luc 13:11-17