4 Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ.
6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;
9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
10 Ha piv bennak en devo komzet a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met d'an hini en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn, nag eus ar pezh ho po da lavarout,
12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
13 Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
14 Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù?
15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh,
17 hag e soñje ennañ e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
18 Setu ar pezh a rin, emezañ, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù;
19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen.
20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?
21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.