Text copied!
CopyCompare
an Bibl - Luc - Luc 11

Luc 11:32-38

Help us?
Click on verse(s) to share them!
32Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
33Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar sklêrijenn.
34Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn.
35Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
36Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn.
37Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.
38Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.

Read Luc 11Luc 11
Compare Luc 11:32-38Luc 11:32-38