Text copied!
Bibles in Breton

Luc 10:25-41 in Breton

Help us?

Luc 10:25-41 in an Bibl

25 Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
26 Jezuz a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn, ha petra a lennez enni?
27 Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, hag eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
28 Jezuz a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus; gra kement-se hag e vevi.
29 Met an den-mañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
30 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko, hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ; ha goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se, hag o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
32 Ul Leviad, o vezañ ivez deuet er memes lec'h, hag o welout anezhañ, a yeas e-biou.
33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ, hag o welout anezhañ en devoe truez outañ.
34 O tostaat, e lienas e c'houlioù, hag e lakaas warno eoul ha gwin. Goude e lakaas anezhañ war e varc'h, en kasas da un ostaleri, hag e kemeras preder anezhañ.
35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner arc'hant, o roas d'an ostiz, hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispign ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.
36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?
37 An doktor a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Jezuz a lavaras eta dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h, hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.
39 Ur c'hoar he devoa, anvet Mari; homañ, oc'h en em zerc'hel azezet ouzh treid Jezuz, a selaoue e gomzoù.
40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; o vezañ deuet, e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar dezhi eta va sikour.
41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù;
Luc 10 in an Bibl