Text copied!
Bibles in Breton

Jean 8:9-15 in Breton

Help us?

Jean 8:9-15 in an Bibl

9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.
10 Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout?
11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.
12 Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
13 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.
14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.
15 C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.
Jean 8 in an Bibl