Text copied!
Bibles in Breton

Jean 8:38-45 in Breton

Help us?

Jean 8:38-45 in an Bibl

38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham.
40 Met bremañ, c'hwi a glask va lazhañ, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se.
41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo.
42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz.
44 Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou.
45 Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.
Jean 8 in an Bibl