Text copied!
Bibles in Breton

Jean 8:30-37 in Breton

Help us?

Jean 8:30-37 in an Bibl

30 Evel ma lavare Jezuz an traoù-se, kalz a gredas ennañ.
31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
32 Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.
33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo eus lignez Abraham, ha biskoazh n'omp bet mevelien da zen; penaos eta e lavarez: C'hwi a vo lakaet dieub?
34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo mevel d'ar pec'hed.
35 Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom ennañ atav.
36 Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, c'hwi a vo e gwirionez dieub.
37 Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon.
Jean 8 in an Bibl