Text copied!
Bibles in Breton

Jean 8:16-31 in Breton

Help us?

Jean 8:16-31 in an Bibl

16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir.
18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
20 Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
21 Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
22 Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
23 Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ.
24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù.
25 Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed.
27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.
28 Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.
29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. Hag an Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
30 Evel ma lavare Jezuz an traoù-se, kalz a gredas ennañ.
31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
Jean 8 in an Bibl