Text copied!
Bibles in Breton

Jean 8:1-14 in Breton

Help us?

Jean 8:1-14 in an Bibl

1 Jezuz a yeas da Venez an Olived.
2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho.
3 Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,
4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh,
5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se?
6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar.
7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti.
8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar.
9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.
10 Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout?
11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.
12 Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
13 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.
14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.
Jean 8 in an Bibl